Barbarica conspiratio

Hanternoz Enez Vreizh war-dro ar bloaz 350.

Ar Barbarica conspiratio, pe Irienn veur (e saozneg : Great Conspiracy), eo an anvioù roet d'ar bloavezhiad freuz ha reuz a c'hoarvezas e 368 en Enez Vreizh, dindan an impalaer roman Valentinianus Iañ, un hanter-kant vloaz a-raok disparti an arme roman da-heul un emglev etre Pikted Kaledonia (Skos hiriv), Skoted hag Attacotti Iwerzhon, ha Saksoned Germania, en sell da aloubiñ proviñsoù roman Enez Vreizh.

Ken kaer e oa an ofiserien veur ma virent goproù o soudarded, paeet gant arc'hant Roma. Hag ar soudarded neuze da guitaat an arme. Gant se e c'halle Barbared Kaledonia, paouezet o emgannoù etrezo, lammat war harzoù dizifenn.

Hervez an istorour Ammianus Marcellinus, a oa o chom en Antioc'heia, gwall bell alese, e oa un irienn Barbared steuet dre ma oa aet gwan an arme roman war-lerc'h kolloù Magnentius en emgann Mursa Major, pa en doa graet kazeg o klask mont da impalaer.

Gwastet e voe kêrioù en hanternoz ha kornôg Preden a-rok ma voent dizarbennet gant ar jeneral Flavius Theodosius, kaset gant Roma. Eñ an hini a fizias er Votadini, ur bobl vrezhon, ar garg da ziwall harzoù hanternoz an Impalaeriezh.

Diaes eo bezañ sur e c'hoarvezas an traoù evel ma kont Ammianus, ha danevelloù zo ouzhpenn e hini.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search